E div yezh : galleg, brezhoneg. Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc’h stroll kaset e-doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c’hendalc’h eo d’al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz…
E div yezh : galleg, brezhoneg. Disoc’h ur c’henlabour eo, boulc’het e 1962 gant diazezerion an Deskadurezh eil derez (S.A.D.E.D.), kendalc’het gant aozerion ar gelaouenn Emsav, hag adsammet adalek 1980 gant an imbourc’herion bodet en-dro da…
A holl viskoazh eo bet pouezus bras e Breizh ar c'hudennoù o tennañ d'an debriñ ha hiziv an deiz c’hoazh ez eo diazezet armerzh ar vro war ijinerezh ar boued. Piv n’en deus ket klevet anv eus krampouezh, kaoteriad, kig ha fars, kig moc'h, kig bevin,…
"Je propose ici un dictionnaire complet d’anatomie. Toute autre qualité pourra lui être déniée par ailleurs, il lui restera du moins celle d’être complet. Certes l’anatomie est une science de deuxième ordre et ce n’est pas d’anatomie que le breton a…
Hentet gant ar barzh ha boemer an Aotrou Herri e kantre al lenner war diriad strobinellus Kêr ar gerioù a-gevret gant Janedig, dek vloaz, an danevellerez hag he breur henañ Tomaz, pevarzek vloaz.
Skridoù eeun ha berr a-walc’h eo a ginnigomp amañ d’al lenner. Tennet int bet eus div gelaouenn Gwalarn hag Ar Bed Keltiek. El lodenn a denn d’ar furnez e kavor danvez da brederiañ war hon emzalc’h, war ar yezh... ha goude ez eus peadra da gaout dudi…
« Ur sadorn da noz a viz Kerzu ma soñjen bezañ va unan oc’h ober va zro e-barzh iliz Lokronan, setu ma tiskoachas e-harz piler sant Roc’h un den en e goazez. Diflach da gentañ, e stouas e benn hag e roas din da c’houzout edo eñ, William Blake, ouzh…