Geriadur ar verdeadurezh - Dictionnaire de la navigation - Gab Cherel et Alan E. ar Berr

geriadur_ar_verdeadurezh.jpg

Titre

Geriadur ar verdeadurezh - Dictionnaire de la navigation - Gab Cherel et Alan E. ar Berr

Sujet

Yezhoniezh / Linguistique
Merdeadurezh / Navigation

Description

E div yezh : galleg, brezhoneg. Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc’h stroll kaset e-doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c’hendalc’h eo d’al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz ANDOUARD da gentañ penn.

Ne verdeer ket e 2004 evel ma raed pemont vloaz ’zo strivet ez eus bet da zastum el levr ar gerioù hag an troiennoù arbennik o tennañ d’an holl arvezioù eus buhez an dud a vor hiziv, o terc’hel kont eus an araokadennoù c’hoarvezet er skiantoù klasel evel an hinouriezh pe ar voroniezh ha, kent pep tra, en diskiblezhioù nevez ez eo kimiezh an dafarennoù ha dedalvezadur an elektronik d’an emgefren ha d’ar c’hehentiñ.

E pep yezh, muioc’h c’hoazh en ur yezh war ziorren evel ar brezhoneg, eo an arverañ a bourchas d’ar gerioù o buhez dre zispakañ diwarno durc’hadurioù ster nevez, fiñvus bepred.

Ur roll sec’h a c’herioù distag ne oufe reiñ nemet poentoù loc’hañ. E Geriadur ar Verdeadurezh, emañ an darn vuiañ eus an enmonedoù skoueraet gant arroudoù troet diwar skridoù an arbennigourion. Dre se eo spi an aozerion bezañ kinniget, e stumm troiennoù ha frazennoù, un egin eus lavar arnevez ar mor en hon yezh.
- - -
En deux langues : français, breton. Le présent ouvrage s’adresse d’abord aux pratiquants de la navigation, marins de profession ou sportifs, mais aussi au grand public et aux écrivains : on sait le nombre d’auteurs bretons qui situent sur mer l’action de leurs romans et de leurs nouvelles.

Le premier souci des auteurs a été de prendre pour base les travaux de leurs devanciers et de les compléter. On ne navigue pas en 2004 comme on le faisait il y a cinquante ans : la langue des gens de mer a subi la même évolution que les autres langages techniques, tant dans le domaine des connaissances classiques comme la météorologie et l’océanographie que dans celui des disciplines nouvelles que sont la chimie des matériaux et l'électronique appliquée à l'automatisation et à la communication.

La plupart des entrées de l’ouvrage sont illustrées par des expressions, souvent par des phrases, provenant des ouvrages spécialisés.

Un index breton comprenant tant les termes techniques que les mots de la langue courante auxquels les gens de mer donnent une acception particulière vient compléter ce dictionnaire de la navigation.

25,00 €

Créateur

Gab Cherel et Alan E. ar Berr

Éditeur

Preder

Date

2004

Format

15,5 x 22 cm
510 pajenn / pages

Langue

Brezhoneg / Breton
Galleg / Français

Identifiant

2-901 383-60-2

Type

Nevez / Neuf