Bro-Leon 1914, ar Brezel pevarzek - Goulc'han Kervella

Image_scre.jpg

Titre

Bro-Leon 1914, ar Brezel pevarzek - Goulc'han Kervella

Sujet

C'hoariva / Théâtre

Description

Gant Bro-Leon 1914, Ar Brezel Pevarzek, en deus c'hoant Goulc'han Kervella da reiñ da gompren, kement ha ma z eo posupl, tammoù deus buhezioù Leoniz, war an talbenn hag en adreñv. Kregiñ a ra gant ar galv da vont d'an emgann, tre betek ma voe sinet ar peoc'h. Pevar bloavezh etre kalon ha digalon, harpet war an esperañs hag a lizhiri a veze skrivet gant ar soudarded - daoust ma oa difennet skrivañ e brezhoneg. War lod deus al lizhiri gwirion-se en deus Goulc'han Kervella diazezet e labour-skrivañ, re Eujen Foricher ha Denez Edern da skwer, ha war tonkad meur a Leonad all. Evel-se e taol sklêrijenn war krizder an emgannoù, ar c'hlañvdioù, ar permisionoù, an hutinerezh... ha war poanioù ar re a oa chomet en adreñv, war ar maez. Kant vloaz war-lerc'h, setu un daolenn vuhezek, danvez an abadenn vras tan-ha-kurun er Folgoad en hañvezh 2014.
- - -
Cette pièce de théâtre restitue l'atmosphère du pays de Léon, dans le Finistère, lors de la Première Guerre mondiale. L'auteur s'est appuyé sur des lettres d'habitants de la région pour évoquer la vie dans les tranchées et dans les campagnes.

13,90 €

Créateur

Goulc'han Kervella

Éditeur

Berlobi / Emgleo Breiz

Date

2015

Format

14,5 x 20,5 cm
131 pajenn / pages

Langue

Brezhoneg / Breton

Identifiant

978-2-35974-110-0

Type

Nevez / Neuf