Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop - Frank Bodenes

Capture d’écran 2020-04-10 à 02.43.02.png

Titre

Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop - Frank Bodenes

Sujet

Romant / Roman

Description

Eun ofis e fin an nouspedved kantved warn-ugent. Pe marteze bennag ema ar hantved o paouez kregi. Yanniged gwall-voutin a houlenner o zoñj diganto, a-wechou. Loentud ar hêriou avad ne vez ket.

Maread a zo diredet hirio : ki-den ebed ne lar grig. Eur peziad panell a zo a-uz d'an nor, e penn all an trepas. Teir lizerenn o strinka warni : BBK. Bureo ar Bitrakou Kollet.

Chomet eo digor an nor. Gweloud a rit eun den en e azez. Eun den emit-hu ? Eur haz-den a-goñsekañs a zo deuz outañ. Chom a ra da brederia war eun elektroskritouer teo ha ledan. Eur wech dre vare e stag da skriva eur ger bennag gand eur mell elektreion.

Gervel a reer Teo Druzeveg. Pokêz Teo. Eur hi-den, ha n'eo ket eun hanter-hini. Hennez n'eo ket gwall-rikouret bepred. C'hwi'lakfe eo eun troher metal bennag... « N'ouzon tra mui, emezañ, na piou na petra on, na va ano na seurt ! Re wir ! Roit din ma zeod en-dro ».

Mall'zo warnoh eh errufe an iz-ofisour gand e chas tomm, e gizier dall hag e bakadouigou moutard ha ketchop... Kas ar bourd da Vourdel a reer ivez er BBK !

Roll-diroll a zo eur rummad a skridou dihortoz.

9,00 €

Créateur

Frank Bodenes

Éditeur

Emgleo Breiz

Date

2007

Format

12,5 x 17,5 cm
65 pajenn / pages

Langue

Brezhoneg / Breton

Identifiant

978-2-911210-68-6

Type

Nevez / Neuf