Breiz war-raog - Yann-Bêr Thomin

unnamed.jpg

Titre

Breiz war-raog - Yann-Bêr Thomin

Sujet

Politikerezh / Politique

Description

Eun afer a galon hag a efedusted eo ar politikerez evidon. Pa oan yaouank, ne ouien ket e vijen deuet da veza mêr Landerne. En va bleud e vezan o sevel traou nevez hag oh êsaad buhez an dud. Ar pouez a lakom da skwer war al lojamañchou sosial hag en em gavet om da ouspenn 16 % : n'eus ket kemend-all e peb leh ! Landerne n'eo ket eur gêr pinvidig, med fichet brao eo bet.

Gand ar c'hoant da lakaad an traou da jeñch ha da stourm evid ar justis, ne hellan beza nemed euz an tu kleiz. Me 'zo en va êz er PS. Rag ar PS a zo ken breizad ha forz piou. Kudennou Breiz a zo kudennou an oll Vretoned. Red eo digreizenna beteg penn.

Dibabet am-eus labourad war dachenn ar yez. Rag ar brezoneg eo va bro din-me ivez. Evid ar wech kenta, ez eus bet kinniget eur gwir politikerez evid ar yez : n'eus bet nemedom oh ober ! Voti war eur plañ e-neus greet Kuzul ar Rannvro. Felled a ra deom ober gand eur brezoneg pobl, a vo ar muia posubl a dud o komz anezañ. Ar pez a zo frealzuz eo gweled pegement a ijin a zo. Ar politkerez-yez a ro fiziañs d'an dud, ha dreist-oll d'ar re yaouank.
- - -
L'auteur, membre du Parti socialiste, maire de Landerneau et président de la Commission Culture et sports du Conseil régional de Bretagne, expose son itinéraire et ses motivations, se prononce pour une décentralisation radicale et explique les objectifs de la politique linguistique initiée par la région et ses choix en faveur d'un breton populaire.

Diviet gant an embanner / Epuisé chez l'éditeur
Ti-embann serret / Maison d'édition fermée

10,00 €

Créateur

Yann-Bêr Thomin

Éditeur

Emgleo Breiz

Date

2007

Format

12,5 x 17,5 cm
94 pajenn / pages

Langue

Brezhoneg / Breton

Identifiant

9782911210662

Type

Nevez / Neuf