Kouignoù iskis evit ar mammoù-kozh - Laurence Lavrand

721.jpg

Titre

Kouignoù iskis evit ar mammoù-kozh - Laurence Lavrand

Description

Marvet eo Helen, amezegez gozh tad Loeiza. Met iskis e seblant bezañ an afer-mañ. Sed aze un enklask nevez evit Loeiza, stanket e Breizh betek vakañsoù an Hollsent !
Ganet eo bet Laurence Lavrand e Kemper ha bevet he bloavezhioù kentañ e Kast. Kostez Kemper eo bet skoliatet hag aet da Vrest goude he bachelouriezh. Eno he deus heuliet studioù war al lennegezh hag eo deuet da vezañ kelennerez e skolajoù pe liseoù a bep seurt e Penn-ar-Bed a-raok mont da ziellerez. Ganet dezhi pevar bugel. Kroget eo da skrivañ barzhonegoù pa oa yaouank-flamm ha goude he deus dizoloet bed ar romantoù evid ar yaouankiz. Skrivet he deus tro 12 levr, bet embannet e galleg pe e brezhoneg. Chañs he deus bet gant he micher p’eo aet da vMayotte ha bevet eno e-pad 6 bloaz. Levezonet eo bet gant ar bed nevez dizoloet-se da skrivañ romantoù all. Gant Keit Vimp Bev ‘oa bet embannet he levrioù Spont Bras Mouchig (PAV) ha Loeiza (PAY). Ha meur a hini all c’hoazh abretoc’h !
- - -
Helen, la voisine du père de Loeiza est décédée. Mais l’affaire est curieuse. Voilà une nouvelle enquête pour Loeiza, bloquée en Bretagne jusqu’aux vacances de la Toussaint !

Laurence Lavrand est née à Quimper et a vécu ses premières années à Cast. Elle a fait toute sa scolarité dans la région de Quimper et s’est installée à Brest après le bac. Là-bas, elle a étudié la littérature avant de devenir professeur dans divers collèges et lycées du Finistère, puis documentaliste. Elle a eu quatre enfants. Très jeune, elle écrivait déjà des poèmes puis a découvert le monde des romans jeunesse. Elle a écrit environ une douzaine de livres, édités en français et/ ou en breton. Grâce à son métier de documentaliste, L. Lavrand a pu voyager et passer 6 ans à Mayotte, île qui l’a beaucoup inspirée pour l’écriture. Deux de ses ouvrages ont été édités par Keit Vimp Bev dernièrement : Spont Bras Mouchig (PAV) et Loeiza (PAY). Et bien d’autres encore auparavant !

8,00 €

Créateur

Laurence Lavrand

Éditeur

Keit vimp bev

Date

2019

Format

11 x 18 cm
131 pajenn / pages

Langue

Brezhoneg / Breton

Identifiant

978-2-86824-326-3

Type

Nevez / Neuf