Penaos bevañ hep ar mor ? Gwelloc'h feunteun a yaouankiz n'eus ket. Alese ar c'hestell-traezh-se a vez savet dibaouez gant ar vugale, etre lano ha tre. Ha breudeur dezho, moarvat, an tammoù rismadelloù digomplimant savet evel ma teu e teu. Hag int o…
An torkad barzhonegoù-mañ zo bet lakaet hogozik dek vloaz d’e sevel. Tammoù zo labour ur c’hrennbaotr, tammoù zo diwar zorn un den en e oad, reder-bro war ar marc’had. An teir lodenn ez eont da ober ne dint na kar na par kenetreze.