William Shakespeare (1564-1616), skrivagner meur saoz, barzh ha dreist-holl dramaour, a zo anavezet evit bezañ skrivet 38 pezh-c’hoari, sonedennoù ha barzhonegoù.
Mestr war ar c’homediennoù koulz ha war an trajediennoù e oar sevel pezhioù kemplezh,…
Da-geñver ur gouel masklet e Verona e teu kalon Romeo da dridal evit Julieta. Ne oar ket neuze eo homañ pennhêrez ar C'hapuled, brasañ enebour familh Romeo. Kasoni diboell ha karantez dreistmuzul o tistrujañ yaouankizoù betek ar marv.